Anv-gwan

Er yezhoniezh e vez implijet an termen anv-gwan (saoz.: adjective) evit komz eus ur rummenn yezhadurel hag a dalvez da spisaat ster un anv-kadarn pe ur raganv.

E-touez an anvioù-gwan implijetañ emañ ar re a dalvez da deskrivañ traoù, lec'hioù ha tud, da skouer "kozh", "bras", "skuizh", "pell". Diouzh o zro e c'hell bezañ spisaet o ster gant efennoù adverbel, da skouer, "gwall vras", "bras-tre".