Sodom ha Gomorra

Sodom ( سدو Sadūm en arabeg, סְדוֹם / Sədom en hebreeg, Σόδομα e gregach) zo ur gêr a zo meneget hec'h anv er Bibl, e levr ar C'heneliezh, hag a voe distrujet, evel Gomorra, gant konnar Doue hag a dec'has anezhi Lot, niz Abraham, hag e ziv verc'h. Abalamour da bec'hedoù kêriz e voe pulluc'het Sodom, Gomorra, Admah, ha Zeboim gant soufr ha tan eus an Aotrou en neñvoù. Stag eo anv Sodoma ouzh ar sodomiezh, gwelet evel oberoù reizhel ha n'int ket degemeret mat gant an holl, hag ouzh pec'hed ar c'hig gant ar relijion gristen. Anvioù Sodom ha Gomorra zo bet implijet alies evel metaforennoù eus pec'hed ar c'hig ha kammoberoù reizhel e yezh ar relijion, ha dreist-holl er broioù saoznek. Adkemeret eo bet eno e yezh ar gwir evit komz eus revrfouzherezh ha loenfouzherezh.