Erotegezh

Erotegezh
doare
Anvet diwarEros Kemmañ
Apollon Saoroktonos, Praksiteles, IVvet kantved kJK

An erotegezh, eus an henc'hresianeg Ἔρως, "c'hoant revel", "karantez revel", zo ur ger kemplezhek e dalvoudegezh.

En henc'hresianeg e rae dave da Eros hag ez arouezie ar garantez virvidik kejet gant ar c'hoant revel.

Gwir e chom kement-se c'hoazh hiziv an deiz, gant un arster a gas d'ar vlizoni, d'ar revelezh ha d'an dedenn etre an dud.[1]

An anv-gwan erotek a implijer evit doareañ kement plegenn pe zarvoudenn a vroud ar c'hoant revel en un den.

Daou du zo (Daveoù a vank) d'an erotegezh er yezhoù a-vremañ :

  • un damveneg her pe heroc'h, dre neuz, dre gomz pe dre skrid, eus an ezhomm a etrewered kevredigezhel diazezet war ar garantez revel – a gaver el lennegezh, romantoù ha barzhonegoù, en arzoù livadurel klasel, e gizioù an dilhad hag all ;
  • ar meneg splann eus an darempredoù revel, a zo graet evit talvezout da rakc'hoari anezho – ar bornografiezh eo.

Diaes-bras e vez bepred tresañ ur vevenn etre an daou du-se, a zo daou benn ur skeul hir ha didroc'h. Liveoù an erotegezh hag an divezhouriezh a liammer outi a ra an diforc'h etre ar buritaniezh hag an disolited a zo daou benn an hevelep skeul, hir ha didroc'h eta.

Petra bennak ma 'z aroueziont daou geal disheñvel ez eo liammet start an termenoù « erotegezh » ha « blizoni » an eil ouzh egile, rak pep hini anezho a ra dave d'an desachañ tud all. Heroc'h eget ar vlizoni eo an erotegezh avat, pa 'z eus un temz-spered eus ar vlizoni hag un emzalc'h eus an erotegezh, a embann he blizoni dre arouezioù atizus hewel (dilhad, noazhder), sonus (komzoù, trouzioù) pe oberiant (dremmvezioù, emstummoù, stokoù).
Kreñv pe greñvoc'h e c'hall an erotegezh bezañ, hervez an derez a nesder a zo etre an dud ha nerzh ar c'hoant revel a zo en unan anezho da nebeutañ. Erotegezh a c'hoarvez a-wechoù etre daou zen a eskemm ur selladenn hir ha don en ur dremen en engroez, erotegezh zo ivez pa gav un den o tistreiñ d'ar gêr ur pried darev da garanteziñ.

Sevenadurel kentoc'h eget enganet eo an erotegezh, ne c'haller ket he c'hrennañ d'an darempredoù revel stricto sensu.

Ledan-kenañ ha kemplezhek-kenañ eo skalfad an erotegezh, koulz war an dachenn gevredigezhel (eus al lesaat d'ar c'houblañ) ha war an dachenn brevez (ar rakc'hoarioù revel) ; boas eo mab-den da c'hoari war ar skeulenn didroc'h-se koulskoude, na c'haller ket rannañ strizh hervez an heuliad chalvant > temzet > erotek > hudur > lous > pornografek.

  1. Desmond Morris (1967), The Naked Ape – A Zoologist Study of the Human Animal', Vintage, 2005, ISBN 978-0-09-948201-7 (en)
    Le singe nu, Grasset, ISBN 978-2-246-40891-8 (fr)